Oberiadur-brezel Market Garden
Neuz
Oberiadur-brezel Market Garden
Rann eus | kampagn al Linenn Siegfried |
---|---|
Stad | Izelvroioù |
Lec'h | Izelvroioù |
Daveennoù douaroniel | 51°26′8″N 5°28′50″E |
Deiziad kregiñ | 17 Gwe 1944 |
Deiziad echuiñ | 26 Gwe 1944 |
Order of battle | Operation Market Garden order of battle |
Oberiadur-brezel Market Garden (saozneg: Operation Market Garden) a oa bet un oberiadur-brezel gant ar Gevredidi e-kerzh an Eil Brezel-bed. Stourmet e oa bet en Izelvroioù dalc'het gant Alamagn eus ar 17 betek ar 25 a viz Gwengolo 1944. Pal pennañ an oberiadur-brezel a oa sevel ur silhant 103 km en tiriad suj d'an alamanted gant ur beghent a-us d'an Nederrijn (tu izel ar stêr-veur Roen), evit krouiñ un hent d'ar Gevredidi da aloubiñ norzh Alamagn. Evit dont a-benn e oa ezhomm bezañ efedus ha tizhout palioù daou oberiadur all : krabanata 9 font gant nerzhioù kemmesk etre harzlammerien stadunanat pe saoz (lodenn "Market") hag a oa da vezañ heuliet gant treuzadenn ar pontoù gant un nerzh douar saoz (lodenn "Garden").